August Heinrich Hoffmann von Fallersleben

Hoffmann von Fallersleben, livet gant Schumacher, 1819

August Heinrich Hoffmann, anavezet evel Hoffmann von Fallersleben, zo ur c'helenner ha skrivagner alaman, ganet d'an 2 a viz Ebrel 1798 e Fallersleben (a zo ur c'harter eus Wolfsburg, e Saks-Izel hiziv), tost da gêr Braunschweig, ha marvet d'an 19 a viz Genver 1874 e Corvey (hiziv e Nordrhein-Westfalen).

E 1841 e skrivas kan broadel Alamagn, Das Lied der Deutschen. Hoffmann von Fallersleben e oa e anv-pluenn, lakaet en doa anv lec'h e barrez c'henidik war-lerc'h e anv-tiegezh abalamour ma'z eo gwall stank an anv « Hoffmann » en Alamagn.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy